Radio Kreiz Breizh
War digarez ur fest vras en enor da Erik Marchand ha fest etrebroadel ar glarinetenn bobl etre ar 15 hag ar 17 a viz Mae 2026 e kinnigan deoc'h selaou un abadenn a oa bet enrollet e studio RKB er bloaz 1997. Un abadenn da gomz eus ur bladenn deuet er-maez d'ar mare-se, "Christian Duro, sonneur Fisel". Un doare deomp da rentiñ un tamm enor da zaou zen, gwall sonerien anezhe o-daou, Christian Duro hag Erik Marchand. Hemañ diwezhañ an hini eo, asambles gant ar gevredigezh Paotred an Dreujenn Gaol, a oa deuet ar soñj dezhañ d'ober ur bladenn diwar soner Groñvel bet ganet en ur familh sonerien hengounel. Goulennataet e oant bet en deiz-se gant Herve ar Beg.

