Radio Kreiz Breizh
Kerzh ar c'henfinañ eo bet komzet kalz deus diaester ar re yaouank da c'houzañv pezh a c'hoarveze. Evit soaniañ an holl dirak an enkadenn ha trauma ar bac'hañ eo bet lakaet e plas gant ar gouarnamant an dispositif Mon Psy. Ret e oa d'an dud mont da welet o mezeg evit kaout un ordonañs da welet ar psikologour 8 gwezh digoust. Evit Clément Guillanton, psikologour e Montroulez ne oa ket un diskoulm vat. Displeg a ra perak er gronikenn-mañ.