Radio Kreiz Breizh
Clément Guillanton, psikologour e Montroulez a gomz deomp deus an TCC, Thérapie Comportementale et cognitive. Ar stumm-se da soaniañ an dud a lak ar bouezh war azonoù, simptomoù an dud muioc'h evit abegoù pe doareoù prederiañ ar re-se. Evit Clément, n'hall ket bezañ un doare da sikour an dud lakaat un niver a zevezhioù resis evit ma cheñchfe an den hervez pezh a c'hortoz ar gevredigezh deus e berzh.