Gouren ha kontadenn ar milour

Radio Kreiz Breizh

Gouren ha kontadenn ar milour

En savoir plus sur

Fenoz en abadenn vo kaoz deus ar gouren ha klevet vo ur gontadenn. - Germaine Lukaz a oa engouestlet e bed ar gouren, betek bout anvezet maeronez ar c'hourenerezed hag ar gourenerien. Displeg a ra da Noelle Simon un tamm deus ar cheñchamantoù he deus bet gwelet. Atersadenn graet e miz Ebrel 1990. - Evit derc'hel gant ar gouren, ur ganaouenn bet savet gant Edouard ar Saoz e 1973, sonenn Kalvez. Eñ zo o kas ar ganaouenn. Embannet oa bet da heul ar levr "Le gouren dans la tradition populaire". - Kontadenn ar milour oa bet enrollet e miz Kerzu 1993 e Ti Pikouz (Sant-Nigouden) e-pad un nozvezh kontadennoù. Deus Kergrist-Moeloù (lec'h n'eus ket 'met tud dres) emañ ar gonterez met ne ouiamp ket piv eo c'hoazh. Setu ma anvezit ar mouezh-mañ larit dimp!