Deus pelec'h e teu an ed-du ?

Radio Naoned

Deus pelec'h e teu an ed-du ?

En savoir plus sur

Er gronikenn-mañ hon eus dija komzet deus ar c'hrampouezh hag ar galetez. Met n'hon eus ket komzet c'hoazh eus diazez ar grampouezhenn, nag eus plantenn arouez ar boued e Breizh : an ed-du.

Klevet e vez alies eo bet roet lañs d'he froduiñ gant Anna Vreizh e penn-kentañ ar 16vet kantved : en ur welet an dud o c'houzañv gant an naon he dije aliet plantañ ed-du e Breizh, ha savetaet dre se ar bobl. Met peseurt gwirionez ‘drek ar vojenn ? Deus pelec'h e teu an ed-du e Breizh ?