En savoir plus sur
Ur raktres heuliet gant 173 bro eo an Agenda 21. Ar pal : lakaat an diorren padus e pleustr er c'hentañ kantvet warn ugent. Tachennoù liesseurt a c'hell bezañ gwellaet, ar yerc'hed, al lojeiz, ar saotradur, merañ ar morioù, ar c'hoadoù hag ar menezioù da skouer. Gallout a ra bezañ an Agenda 21 ur chañjamant bedel, broadel, lec'hel met ivez hiniennel. Muioc'h muiañ e vez klasket kizidikaat an dud deus an diorren padus.
Heuliet en deus Gabriel Bouroullec ur stummadur kinniget da familhoù zo e Penn ar Bed. Desket eo bet ganto penaos bevañ en un doare doujus deus an endro. Evit-se eo bet ret dezho soñjal en-dro e penaos mont-ha-dont, gwalc'hiñ o dilhad, liorzhañ, livañ hag all.