En savoir plus sur
Ur wastelenn a vo fardet hiziv en-dro... Ur wastelenn lipous ma zo unan, gant chokolad ha flamboez.
Evit 4 den 'vo ezhomm :
- 5 vi
- Un 20 bennak a flamboez
- 150 gramm amann
- 160 gramm sukr
- 125 gramm poultr amandez
- 60 gramm bleud
- 20 karrezenn chokolad gwenn da boazhañ
- 1 sitroñs
Lakit ar forn da dommañ war 180 derez ha ledit amann e foñs ur plad.
Rannit ar gwennoù hag ar melenoù vi ha lakit ar gwennoù en ur volenn.
Lakit an amann da deuziñ. Troc'hit ar chokolad a vunudoù. Gwalc'hit ar sitroñs ha rasklit e groc'henn.
Meskit ar gwennoù-vi hag ouzhpennit ar sukr, an amann, an almandez, ar bleud, ar sitroñs hag ar chokolad. Meskit mat, gant ur robod ma 'zo ezhomm.
Skuilhit an toaz er plad ha stalit ar flamboez war-benn. Lakit ar gwastellenn da dommañ er forn e-pad ur c'hard-eur.