En savoir plus sur
Emañ gouel Halloween o tont... Fardomp neuze nanarzhioù malv-gwenn spontus !
Evit pevar den 'vo ezhomm :
- Ur pakad nanarzhioù malv-gwenn
- Div loaiad vras sukr lindr
- Un nebeud takennoù livad-boued ruz
hag un nebeud takennoù dour ha chug sitroñs
Krogit o fardañ ar sklasañ livet. Dav neuze meskañ ar sukr lindr, al livad-boued hag ar sitroñs mesket gant an dour. Ma 'fell deoc'h kaout liv ruz-tan, ouzhpennit livad-boued. M'eo re zourek ar meskaj, ouzhpennit sukr-lindr.
Gant beg ur gontell, tresit daoulagad ruz d'an nanarzhioù gant ar meskaj livet. Diwallit mat na redfe ket ar meskaj da lec'h all, sankit mat al liv en daoulagad.
Skrijus eo neuze an nanarzhioù ? Efed brav a raint evit merenn-vihan Halloween !