En savoir plus sur
Evit 4 den e vo ezhomm :
- 7 kourjetezenn bihan a-walc'h
- 3 loaiad vras a zienn-fresk
- 100 gram fourmaj rasklet
- pepr ha holenn
Prest oc'h ? Deomp de'i !
Da-gentañ, rakpoazhit ar c'hourjetez ouzh ar vurezh. Implijit ur gaoter-aezhenn pe ur gastelodennad dour hag ur paner-aezhenn e-barzh. Evit rakpoazhañ ar c'hourjetez n'eo ket dav dibluskañ na troc'hañ anezho met gwalc'hiñ anezho tra ken.
Ur wech rakpoazhet ar c'hourjetez, dibluskit anezho ha troc'hit peder anezho a-dammoù. Meskit ar peder-se gant an dienn, ar pepr hag an holenn. Ar gwellañ eo meskañ gant ur robot.
An teir c'hourjetez a chom a c'hellit troc'hañ e laonennoù.
Tapit ur plad mat da vont er forn ha ledit un tamm amann ennañ. Raktommit ar forn da 200°.
Skuilhit ar yod kourjetez er foñs ha stalit al laonennoù war-c'horre. Ouzhpennit ar fourmaj rasklet.
Laoskit ar pladad er forn e-pad un ugent munud bennak, hag ur wech krazet ar fourmaj eo prest !