Pardon Sant Anton a vez bep bloaz war-dro ar chapel e Plouziri. Ar bloaz-mañ e vo c'hoazh eta d'ar sul 3 a viz Gwengolo. Moarvat ez eo ar pardon nemetañ e Breizh e lec'h ma vez gwerzhet andouilh ha kig moc'h diouzh ar c'hresk ! Muioc'h a tisplegadennoù gant Lomig Maubihan ha Michel Bozec.
E fin an hañv e vo kinniget abadennoù e brezhoneg gant Domani Menez Meur e Hañveg. Unan a vo diwar-benn al loened doñv hag an eil a vo diwar-benn ar bleizi. Reportaj war al lec'h gant Katell Guillou a zo karget gant ar raktresoù pedagogel ha sevenadurel e Park an Arvorig.
Lidet e vo 40 bloaz Mirdi Ti gwechall Dirinonn gant kontadennoù ha sonadegoù. An abadenn-mañ 'vo kinniget asambles gant Ti ar vro Landerne Daoulaz. Muioc'h a tisplegadennoù gant Erig al Lann.
Poan o deus skolaerezed ha skoalerien da gavout ur post labour e Breizh daoust ma ouezont brezhoneg. Justine Donnard a zispleg he c'hoant labourat er vro.