Kit d'ar Fil, Fil d'ar gêr ! - Festival etrekeltiek an Oriant #2

Radio Kerne

Kit d'ar Fil, Fil d'ar gêr ! - Festival etrekeltiek an Oriant #2

En savoir plus sur

Setu ho eil abadenn ag ar suhun , Kit d'ar Fil, fil d'ar gêr ! Kinnig a ramp deoc'h abadennoù àr-eeun e-kreiz festival etrekeltiek an Oriant !

E programm ho abadenn ag ar Meurzh :

- Deskiñ gerioù en ur yezh kelt, setu ur c'hoari a zo kinniget get Enora Molac.

- Deskiñ dañsal mod bro Iwerzhon gant Erwan en deus kemeret perzh en un atalier « Set dancing » e liorzh al luderion. Ur pennad kaoz savet get Maëlys Poublanc.

- Ur pennadig-kaoz get Erwan a glaska ur lojeiz e Bro an Oriant. Doc'h mikro Jeanne Chevrel 'oe.

- Ho heuliadenn "Breizh = Kelt" get Enora Molac.

 

Genamp 'oe Gael Briand, dilenad an UDB, kuzulier kêr e tu enep e Ti-kêr an Oriant, kuzulier e Ranvro Breizh. Respontet en deus da c'houlennoù Morgane Cotten diàr-benn enkadenn ar lojeiz e Bro an Oriant. 

 

Sonerezh : ALGAIRE & AHEZ - Llume

An abadenn oe kinniget deoc'h get Enora Molac.

Tro d'an daol 'oe Gael Briand, Maëlys Poublanc, Morgane Cotten ha Yuna Kojan evit an teknik.