Radio Kerne
Dindan an heol-pik e oa bet war-dro tri mil a dud o vanifestiñ e Gwengamp d'ar sadorn 17 a viz Even evit difenn ospitalioù publik ar vro ! E Gwengamp ne vez ket ganet bugale ken abaoe ar 26 a viz Ebrel, diwar diviz an ARS, Ajañs Rannvro ar Yec'hed. Hag emañ en pign ar surjianerezh jinekolojik ivez. Ur serradur berrbad hervez Ajañs Rannvro ar Yec'hed. Aon oa e chomfe kloz an ti genel bugale en tu all d'an hañv... Ha gant rezon pugur tri devezh war-lerc'h ar vanifestadeg e oa bet embannet gant an ARS e chomfe serr betek fin miz Here da vihanañ. Aon o deus ar sindikajoù ivez e vije serret en amzer da zont ar surjianerezh noz-deiz hag an urjañsoù...
Un toullad deizioù araok bepred e oa skoaz-ouzh-skoaz sindikalourien, dilennidi ha tud ar vro met ivez tud eus komiteoù difenn an ospitalioù publik e Breizh a-bezh ! O c'hortoz emañ an nen ur skrid sinet gant ministr ar Yec'hed da lâret pegoulz e vo addigoret ti-gwilioudiñ Pabu ha penaos e vo desachet amiegezed nevez da zont da labourat eno...
Efejoù fetis zo dija gant serradur servij gwilioudiñ ospital publik kreiz Bro-Dreger. E fin miz Mae e oa bet ganet ur poupig bord an hent bras. Ar vamm zo o chom e Gurunuhel, chouk da Wengamp, ha n'he deus ket bet amzer da dapout Sant-Brieg. Ganet he deus he merc'hig ba kamion ar bomperien...
Gael Roblin, dilennad e kêr Wengamp, en deus goulennet digant gouarnamant Kuba kas da Babu tud eus bed ar yec'hed eno da reiñ un taol-sikour e-pad ur c'hrogad. Respontet zo « ya » dezhañ gant kannati Kuba met ezhomm zo un dekred digant ar gouarnamant gall da aotren an dra-se...
Da glevout er reportaj : Gérard an Aheleg (senatour evit Aodoù-an-Arvor), If Jardin (eus komite difenn ospital Douarnenez hag eus ar genurzhierez vroadel da zifenn an ospitalioù publik tost d'an dud) ha div vanifestourez, Euridice ha Pauline.
Reportaj gant Tomaz Laken