Enrolladennoù koshañ ar brezhoneg, gant Tudi Crequer

Radio Kerne

Enrolladennoù koshañ ar brezhoneg, gant Tudi Crequer

En savoir plus sur

Marteze ho peus klevet mouezh Tudi Crequer dija war skinou FBBI. Kazetenner eo bet eno e-pad 7 bloaz. Enklasker eo bremañ e skol-veur Roazhon 2, er gevrenn vrezhonek. Labouret en deus e-pad daou vloaz diwar-benn Léon Azoulay, kentañ sonskriver ar brezhoneg. E 1900 e oa bet enrollet gantañ evit ar wech kentañ tud o komz brezhoneg war ruilhennoù koar, e-pad an Diskouezhadeg Hollvedel (Exposition Universelle) e Pariz, er geriadenn vreton.

Penaos e veze enrollet an dud 120 'bloaz 'zo ha petra 'oa ur sonskriver ? Tudi Crequer a zispleg deomp diouzhtu.

Kinniget gant Metig Jakez-Vargas