En savoir plus sur
En abadenn hiziv 'vo kaoz eus plas ar maouezed war al leurennoù : 16% deus an arzourien war al leurennoù e sonerezh hengounel a zo maouezed. 16% nemetken.
Setu unan deus disoc'hoù an enklask a zo bet embannet gant ar gevredigezh HF Bretagne e miz Gwengolo. Klevet 'vo Erwan Burban, kenurzhier pedagogel ar stummadur Kreiz Breizh Akademi, a zo bet o kemer perzh er bodad labour war al lodenn-se ha Morgane Gregory a son telenn a vo ganeomp avez.
Un dibenn-sizhun e brezhoneg er Menez Are a zo bet dalc'het gant KEAV digwener, disadorn ha disul. Boaz eo ar gevredigezh da ginnig seurt darvoudoù evit ar familhoù gant bugaligoù ha bugale hag evit an dud deuet ivez. Klevet 'vo JJ Bihan kenurzhier KEAV ha stajidi ha stajiadezed, yaouank ha kozh adalek 5e05.
Un tamm tro e rimp er sinemaioù ivez, Leo Gefard Michel a raio ur rentañ kont deomp eus peseurt ostilhoù implij el liorzh er gronikenn Desaver Buzhug ha c'hoarzhet 'vo ivez da 5e20 gant Janed Nikol, setu anv an istor fentus a vo kontet deomp er gronikenn C'hoarzhadenn.