2vn evit kompren petra c'hoarvezfe ma yafe ar gwiskad ozon da get

Radio Kerne

2vn evit kompren petra c'hoarvezfe ma yafe ar gwiskad ozon da get

En savoir plus sur

Biskoazh ne oa ket bet ken bras an toull er gwiskad ozon war c'horre an Antartik e 2020, met e 2019 e oa bet ar bihanañ hon 'noa gwelet abaoe ma tiwalomp deus ar gwiskad ozon. Da lâret eo eo distabil an traoù c'hoazh evit ar gwiskad ozon. E fin miz Kerzu 2020 eo bet goloet an toull a oa b'an Antartik ha sañset e yao gwelloc'h gwellañ ma heul an holl vroioù ar reolennoù bet lakaat e plas gant protokol Montreal e 1989. Difennet eo bet implijout ar produioù chimik a skañfa ar gwiskad ozon hag a-drugarez da se e adkavimp stad orin ar gwiskad e 2060. Met petra c'hoarvezfe ma yafe ar gwiskad ozon da get ?