En savoir plus sur
Teknologiezhoù nevez 'zo a c'hell bezañ efedus ha talvoudus, ha reoù all a c'hell bezañ nac'hus pe danjerus zoken. Gwenn Meynier, prezidant ar gevredigezh An Drouizig hag a youl-vat evit Radio Naoned a zo 'vont da zisplegañ deomp peseurt teknik a vez implijet evit anavezout dremm an dud gant ur c'hamera da skouer. E-kerzh an enkadenn yec'hed, embregerezhioù ispisializet war an teknologiezhoù evit anavezout an dremmoù a zo bet lakaet diaes gant ar fed 'veze lakaet ur maskl gant an dud abalamour d'ar c'hovid. An algoritmoù ne blij ket kalz dezho ar maskloù hag eo gwasoc'h c'hoazh gant al livaj dremm.