En savoir plus sur
-Mich Beyer a c'hellfe kaout ar Priz Frañs 3/ OPAB evit he romant faltazi 'Anna Skolan'. Ur frapad komz diwar-benn ar Prizioù, diwar-benn an daou loread all, Kristian Bras hag Erwan Huppel, ha diwar-benn al lennegezh e brezhoneg ivez, anat.
-Peseurt plas zo d'ar brezhoneg e spered hag e buhez liseidi Diwan, disoc'hoù un enklask gant Katell Chantreau ha Gildas Grimault. Ur reportaj gant Gwenvael Delanoe.
-Camille Argouarc'h, maouez yaouank o stourm war meur a dachenn a vo en abadenn 'An divskouarn o nijal' disul. Un tañva eus ar pezh he deus kontet da Kevin Chappe, bet stajiad gant Radio Kerne.
-Gantañ ez eus bet graet ur gronikenn, asambles gant ur stajiadez all, Tifenn Galinier, diwar-benn an 'Urban Sketchers', tresourien natur.
-Keleier gant Yuna Cojean.