Re Bell Ganti Gwener 12 a viz Meurzh

Radio Kerne

Re Bell Ganti Gwener 12 a viz Meurzh

En savoir plus sur

-Mont da vanifestiñ evit ar brezhoneg, ur wezh c'hoazh pa n'eus ket deuet a gonvañsion nevez etre ar rannvro hag ar stad, ha pa vez enebourien da bPaul Molac da zegas e lezenn, en o zouez, an hini kaletañ er mare-mañ, Ministr an Deskadurezh, Jean-Michel Blanquer. Graet 'vo d'an 13/03. Tangi Louarn, stourmer a-gozh evit hor gwirioù yezhel, a zo en abadenn evit displegañ se deomp. -Reun Kiniou, a c'hell lâret deomp peseurt labour pleustrek a c'heller kas amañ er vro evit mad ar brezhoneg, pell ouzh an divizourien bonnerañ. 'Bec'h d'ar brezhoneg' 'ra he lodenn er Vro Vigoudenn. (sujed: Tunvezh Vloaguen) -Kan ar Bobl 'vo e Brasparzh (emichañs!) Youn Gouez ouzh mikro Benjamain Bouard -Muioc'h-mui a vugale c'hevell a gonter er bed abaoe un tregont vloaz bennak, abaoe deroù an hiliadiñ sikouret gant ar vedisined (Ar bed o treiñ)