Ar CEBEP 44

Radio Kerne

Ar CEBEP 44

En savoir plus sur

El Liorzh la fonderie war enezenn Naoned, aozet eo bet un happening gant ur strollegezh nevez krouet ar CEBEP 44 hag a zo ur c'hollektif evit an deskadurezh e brezhoneg er skolioù publik el Liger-atlantel. Erruet int skuizh gant rektor akademiezh Naoned, bep tro pa fell d'ur skol digeriñ ur c'hlasad divyezhek eo ur sapre afer. Ne douj ket ouzh al lezenn votet e 2013 a embann splann eo ret aesaat an deskadurezh er yezhoù rannvroel. 6 skol a ginnig un hentenn divyezhek el liger-atlantel dija hag 8 skol ouzhpenn a fell digeriñ un hentenn divyezheg er bloavezhioù a zeu, 4 e 2021. Kroget eo an happening da 11 eur gant ur gentelig tañva d'ar brezhoneg evit ar gazetennerien hag ar c'hazetennerezed. Da c'houde roet eo bet un diplom d'ar c'herioù engouestlet evit diorroiñ an deskadurezh brezhoneg en ho c'humun. Hag echuet o deus gant ur bregezennig o lavar e vo kaset dre lizher, en un doare arouziel, kod an deskadurezh da rektor akademiezh Naoned. Gant Remi Toulhoat, prezidant divyezh Breizh Renan Kerbiquet, sekretour ar gevredigezh evit ar gelennerien hag c'helennerezed, Kelennomp ! Mallorie Creac'h, skolaerez er skol divyezhek ar Marsauderie e Naoned