En savoir plus sur
Daoust hag eñ e tigoro ar pretioù o dorioù en-dro e miz C'hwevrer aze 'giz m'int sañset ober ? Sur mat hon 'no ar respont warc'hoazh gant ar gouarnamant 'neus preveet embann reolennoù nevez evit klask stabilaat an niver a dud tapet gant ar c'hovid 19. Morgane Bramoullé zo bet o welet Didier ha Laurence Le Berre e Loktudy evit kaozeal ganto deus preti Didier, Tara Cantine de mer, staliet e porzh Leskon er vro vigouden. Anat deoc'h n'eo ket bet ur bloavezh aes evit ar chef ha ne soñj ket dezhañ e vo gwelloc'h an traoù er mizioù da zont. Laurence a ra deomp ur bilañs deus ar bloavezh 2020 evit preti he gwaz Didier.