REBELL 2020 12 28

Radio Kerne

REBELL 2020 12 28

En savoir plus sur

Karront Sant Jakez - Yaou (4) N'anveer ket kalz traoù deus ar pladennoù gaz. Re bell emaint deuzoudomp. Met kaset zo bet un tamm-mat a soñdoù betek Yaou memestra, e-giz m'emañ Dominique Merrien o vont da lâret deomp, deus mikro Benjamin Bouard. BRITTANY FERRIES- ur sujed gant Tunvezh Vloaguen. Lakaet eo diaesoc'h diaesañ ar gumpagnuniezh lestriñ Brittany Ferries gant darvoudoù ar bloavezhioù tremenet. 115 million a euroioù a zo bet kollet ganti abalamour d'ar Brexit dibaoe 2016 dija. Un taol fall all 'n eus resevet p'eo bet sarret krenn an harzoù etre Frañs ha Breizh-Veur evit daou zevezh e penn kentañ ar sizhun dremenet. Dibaoe un nebeut mizvezhioù forzh penaos ne chom nemet ul linenn digor etre an div vro, evit liammañ Ouistreham ha Portsmouth. Sarret eo porzhioù Sant Malo, Roskoff hag an Havr-nevez. Div sizhunvezh 'zo, 'zo bet kaset ul lizher e 5 yezh gant Kuzul Gevelliñ Puluguen-Llanddyfri d'ar gouarnamantoù a sell a gudenn-se outo. Goulenn a reont ma vo soutennet an embregerezh Brittany Ferries ganto a fed argant.Yannig Mengui, prezidant ar c'huzul-gevelliñ. Displegiñ a ra deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean penaos eo an embregerezh treusdougen dre vor ur beñveg a-bouezh. Div vunutenn evit kompren: gleur ar maligorned Daniel Jéquel oa ganeomp en abadenn an Divskouarn O Nijal disadorn war Radio Kerne, da gaozeal un tamm bihan deus ar mod ma veze lidet Nedeleg gwechall e Breizh-Izel. Met chom a rae c'hoazh tammoù ganeomp ha n'int bet lakaet en abadenn-se. Daniel en deus traoù c'hoazh da gontañ deomp, diwar-benn Nedeleg pe an deiz kentañ ar bloaz, traoù en deus bevet e-unan, peotramant traoù en doa enrollet pa oa o labourat e RBO er bloavezhioù 80. Emañ-eñ a-dreñv ar mikro, gant Benjamin Bouard.