RE BELL GANTI 18 a viz kerzu 2020

Radio Kerne

RE BELL GANTI 18 a viz kerzu 2020

En savoir plus sur

Derc'h eo bet staget banniel Breizh war ti-kêr Naoned, un darvoud gortozet dibaoe pell gant an holl. Arno Mahe o chom e Naoned hag ezel en UDB (Unvaniezh Demokratel Breizh) a lar deomp hiroc'h. An ali lenn:Cheveux au vent (istor ar foot e Breizh, Per Mins-Pegailh) KONOGAN Er mare-mañ e vez ispisial ar vuhez evit an holl, gant ar reolennoù lakaet e plas da stourm enep red ar virus kurunenn. Ha pep hini e vev an traoù en un doare disheñvel. Tunvezh Gwlagen-Grandjean 'n eus ar chañs da gaout ar soner Konogan an Habask deus ar pellgomz, da c'houzout penaos e kase e labour da benn. Soner bombard, binioù pe c'hoazh pib-ilin eo Konogan an Habask, hag e penn ar strollad Pevarlamm, da skouer. A-bennisadorn e vo Konogan an Habask o seniñ, war internet ! Er siber-fest-noz e vo eñ gant e gomper Bernard Bizien deus ar gitar. Asambles e vo eno gant strolladoù braz all, evel hini Denez Prijant pe hini Jean-Charles Gwichen, ar strolladoù Arvest, O'Tridal, pe c'hoazh Yann-Ewen L'Haridon. Hag ur poent war Taol Kurun diouzhtu gant Fanny Chauffin, eus ar gevredigezh Féa ha e aozañ ar Festival Taol Kurun. Eizhtez zo o doa resevet 600 haïku dija...