Ober hep Amazon ?

Radio Kerne

Ober hep Amazon ?

En savoir plus sur

Ur c'hresk eksponantel a zo gant ar stal Amazon e bro C'hall, hag emañ stal Jeff Bezos o paouez prenan douaroù e Brieg, e kichen Kemper a-benn sevel ur greizenn degasadennoù. Rannet eo an dud e Kerne Izel war sujed Amazon. Da gompren un tammig gwelloc'h petra zo da c'hortoz deus ar stal, ha da gontañ domp penaos e vez kaset an eskemmoù etre an dilennidi lec'hel ha pennoù braz ar stal, e vo klevet un nebeut tud en abadenn-mañ, dilennidi ha stourmerien. Uisant Kreker a zo dilennad ar muian niver nevez e kuzul kêr Kemper, bez-prezidant en karg deus an demokratelezh. Aterset eo amañ gant Erwan Blanchard. Marc Andro a zo kuzulier kêr Kemper ivez, hag eñ bez-prezidant ar gumuniezh kumunioù en karg deus Dedenn an Tiriad ha deus al Lusk e Kerne. Bernez Rest a oa war ul listennad enep en dilennadegoù, ul listennad ekologour kaset gant Martine Petit. Hag e vo klevet c'hoazh tud bet vanifestiñ e Brieg a enep ar raktres.