En savoir plus sur
Hiziv e ouezimp hiroc'h diwar-benn Kenstroll, ur strollad tud mennet da reiñ muioc'h a blas d'ar brezhoneg e Roazhon hag en he c'hurunenn. Kinniget eo gant Olier ar Mogn, rener skiantel Ofis Publik ar Brezhoneg, ouzh mikro Marianne Vaidie. Ur c'hinnig-labour 'vo ivez, gant Yannig Mainguy, rener Mervent: emaint o klask ur c'helenner/ ur gelennerez war ar brezhoneg da gizidikaat ar vugale d'hor yezh er skolioù. Ha mallus eo. Un ali lenn a vo ivez, evel bep gwener!