En savoir plus sur
E miz Mae 1977 e oa bet digoret ar c'hentañ skol Diwan gant pemp familh e kumun Lambaol, e bro Leon. Kalonek pe ziskiant e oa ar re-se, pa n'ijinent ket an hent a oa dirazo. Pêr-Vari Mallegol ha Simone Salaun a zo tud unan deus ar pemp bugel-se. Skrivet 'n eus Pêr-Vari Mallegol ul levr, nevez 'zo, gant e eñvorennoù deus fin ar bloavezhioù 1970 ha penn kentañ ar bloavezhoù 1980. En e levr e teu en dro war an amzerad m'eo bet eñ hag un nebeut familhoù all o stourm evit digeriñ skol Lambaol. Skrivet eo "... Et les bretons créèrent Diwan" e stumm un deiz-levr, hag e gas al lenner.ez da un amzerad gant brezhoneg er straedoù met hep skolioù e brezhoneg.