En savoir plus sur
E 1975 ez eus deuet ouzh ar skrammoù amerikan un teulfilm dreistordinal, ha bet renket buan e-touesk pennoberennoù ar sinema norzh-amerikan gant ar brizerien filmoù: Grey Gardens.
Anv un ti eo Grey Gardens, un ti en Hamptons. N'eus ket kalz a vanlevioù ken c'heuc'h, ken pinvidik, ken bourc'his er Stadoù-Unanet hag hemañ, the Hamptons, war Long Island, an enezenn vras stag ouzh kêr New-York.
An ti-mañ a zo bet roet e anv d' ur film hag a zispak deomp buhez div vaouez dibar o vevañ ennañ o div hepken, pell mat eus ar bed, pelloc'h c'hoazh eus kevredigezhig kalon New-Yorj, div vaouez kollet, div vaouez libr, div vrizhenn, div arzourez o deus en em vanket war ar vuhez a felle dezhe bevañ. Mamm ha merc'h 'oant, ha lesanvet 'oant 'Big Eddie' ha Little Eddie'.
Pa oa erru ar skipailh-filmañ d'o c'haout e 1973 'oa an ti en ur stad mantrus.