En savoir plus sur
Benn nebeut tre bremañ e vo dalc'het an dilennadegoù kêr e bro C'hall. Un digarez eo evitomp dont en dro war an tachennoù politikel m'en eus ar c'huzul kêr ar galloud da zegas cheñchamantoù. Abadenn an Divskouarn o nijal hiriv a vo strisaet war ziv gumun, kumunioù deus bord ar mor, Pornaleg-Leskon e bro Vigouden hag hini Gwaien er C'hab Sizun. Pep kumun a zo gant he ferzioù dibar, hag ar re bord ar mor na dalont ket deus ar memes kudennoù ha re an douaroù. An eil-dier, an dud o koshaat er c'humunioù bord ar mor gant an dud war o leve o tont da chom eno, ar sevel tier ha gwarez an douaroù labour-douar, a zo temoù kizidik war an aodoù. Mez ur bern sujedoù all a vo lakaet ar gaoz warno ivez.
Asambles gant Laurence Berr, eil-maerez en karg deus ar sevenadur ha deus glad ar mor hag ar maezioù e kumun Pornaleg-Leskon.
Ha Gurvan Kerloc'h, dilennad en tu-enep e kumun Gwaien-an Eskivien.