Youll fall ar gouarnamant evit an opsion brezhoneg er vachelouriezh

Radio Kerne

Youll fall ar gouarnamant evit an opsion brezhoneg er vachelouriezh

En savoir plus sur

Disheñvel tre eo efed cheñchamant reolennoù ar vachelouriezh hervez ar vro. Gant lezenn nevez an Deskadurezh Stad kinniget gant Jean-Michel Blanquer, fin ar gont n'eus nemet lise publik Brizeux e Kemper ha lise Diwan Karaez o deus graet ar striv da ginnig ar brezhoneg evel ispisializadur er vachelouriezh. Met dre vraz zo nebeutoc'h a eurvezhioù brezhoneg kinniget el liseoù e Breizh gant al lezenn. Ha gwashoc'h 'zo : da ul liseadez deus Sant Brieg, Helene Lorant, hag he deus desket brezhoneg drezouti he-unan, e vez nac'het ar gwir da dremen ar brezhoneg e opsion evit ar vachelouriezh ar bloaz-mañ. Helene Lorant a zo deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean Soutenet eo Helene Lorant gant tud bed ar brezhoneg e bro Sant Brieg. Tudwal Girard, deus kuzul merañ Ti ar Vro Sant Brieg, a lâr en dro penaos zo re nebeut a ginnig brezhoneg e Sant Brieg.