" Ocean, la voix des invisibles", penaos vez laeret pinvidigezhioù ar mor

Radio Kerne

" Ocean, la voix des invisibles", penaos vez laeret pinvidigezhioù ar mor

En savoir plus sur

Lakaat an dud da gaout c'hoant ober evit ur bed reizhoc'h, kengred ha padus, setu pal Festisol. Bep bloaz e pad pemzeiktez e fin miz Du e vez dalc'het Festival ar C'hengred. Lañset 20 vloaz 'zo, pal ar Festival des Solidarités a zo da gizidikaat, da lakaat an dud da sikour an eil re ar re all. 4 400 abadenn a zo da vezañ e Frañs a-raok fin miz Du. CCFD Terre Solidaire Kemper 'n eus soñjet lakaat int war wel ur gudenn ispisial a denn d'ar mor ha d'an dud a vev deus ar mor tro dro ar bed. Rastellet 'vez lodennoù mor 'zo gant kevredigezhioù sañset difenn an endro dindan an anv « aire maritime protégée ». Ur mod eo deuet malevurusamant dibaoe Emglev Paris war an Hin evit tud 'zo da c'hounid argant. Ar film « Océan, la Voix des invisibles » savet gant Mathilde Jounot, a ziskoueze dija tri bloaz 'zo stad an traoù er bed. Un eil film, « Ocean 2 ", a ro da welet penaos e heller ober sames evit lakaat an traoù da vont war raok. Rene Fereg deus kevredigezh CCFD Kemper a zispleg deomp hiroc'h deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.