En savoir plus sur
Peseurt neuz a vo gant o micher da besketerien Breizh en amzer da zont ? N'eus netra asur, gant ar gwask a lak ar Brexit warno da vezañ difennet dezho mont da besketiñ e morioù Breizh-Veur. N'eo ket bet aonet Bruno Boisrobert anezhañ gant ken nebeut-se. Gantañ e vez heuliet ur stummadur da vont da besketer dibaoe miz C'hwevrer e lise moraerezh ar Gelveneg. Eñ kazetenner dibaoe 20 vloaz, divizet 'n eus cheñch micher war an diwezhat. En abadenn an Divskouarn o Nijal hiriv neuze e ouiimp hiroc'h gantañ diwar benn ar stummadurioù war ar pesketiñ, hag e c'hellimp preg war ar memes tro deus tres bed ar besketerezh er Gelveneg.