En savoir plus sur
Echuet eo gant dilennadegoù ar C'hambroù Labourerezh-douar diryaou. 2,5 million a dud, labourerien-douar ha tud bed al labourerezh-douar o doa da reiñ o mouezhioù e 89 kambr a dreuz bro C'hall. Ha ma oa betekhen un darn braz tre deus al labourerien-douar o reiñ o mouezh en dilennadegoù-se, e vez gwelet dibaoe 15 vloaz un digresk krenn. Ar bloaz-mañ n'eo ket bet embannet an dregantad o kemer perzh c'hoaz, dre ma vo roet an disoc'hoù a benn dimerc'her, met war a seblant e vo gwashoc'h c'hoaz.
C'hoarvezout a ra an dilennadegoù bep 6 bloaz, n'eo ket ken alies-se, neuze eo un digarez mat evit displegiñ marteze en un doare donoc'h petra eo ar C'hambroù-se.
Youenn Wlagen a labour e Kambr Labour-douar Penn-ar-Bed. Ar mont en dro, hag al labourioù a vez kaset ganto a vo displeget deomp gantañ. Selvij a raio deomp da gompren perag eo pouezus an dilennadegoù-se e bed al labour-douar.