En savoir plus sur
E aerborzh Kerne Izel emañ staliet ar selvij Surentez Keodedel Dragon 29. Gant tud ar surentez keodedel ne vez ket pignet war gein ur gwir dragon, anat deoc'h, met nijal a reont atav memes tra : war vourzh ur viñsaskell evit mont da sikour an dud ! Ur skipailhad bihan int, gant pevar blenier ha pevar mekanikour. Lors Calippe a zo unan deus ar mekinikourien. Labourat a ra e ti Dragon 29 dibaoe 12 vloaz bremañ. Gall a raio kontiñ deomp neuze an darvoudoù a vez graet war o zro ganto, ha displegiñ dre ar munud penaos e vez labouret en ur viñsaskell. Pezh zo sur eo n'eo ket ur vicher diskuizhus ! Da gentañ penn e tisplego deomp petra eo an dragoned, a-raog ma yimp d'ober un droiad da welet ar beñveg en e-unn !