En savoir plus sur
En abadenn an Divskouarn O Nijal hiriv e romp un tamm tro e departamant an Aveyron. Du-se eman ar stal RTE (Rouedad Treusdougen Tredan) gant ar raktres sevel 1000 rod-avel, dasparzhet war live an departamant a-bezh. Strolladoù tud o chom er vro a zo en em savet a-enep. Unan outo dreist-holl, a zo aet betek stalian un doare ZAD vihan, ana Amassada, war gumun Saint-Victor-et-Melvieu. Perag du-se ? Peogwir eo al lec'h a zo bet dibabet gant RTE evit sevel an treusfurmer tredan 12 devezh arat, d'ober war dro an energiezh produet gant ar 1000 rod-avel.
Mez perag e vefe difennerien an endro a-enep produin tredan gant an avel ? Ha penaos e vez kaset ar stourm ganto ? Klemañ Bruneau a zo perzh e strollad an Amassada. Respontet 'n eus d'an holl c'houlennoù-se.
Un abadenn savet gant Tunvezh w/Gwlagen-Grandjean.