En savoir plus sur
En abadenn-mañ 'vez kaoz deus Blues ar merc'hed (disheñvel e demoù deus hini ar baotred) ha deus ar c'hanerezed Blues er bloavezhioù 1920 ha 1930 er Stadoù-Unanet. 50 bloaz goude fin ar sklaverezh eno, e komz ar Blues deus frankiz pennañ nevez an dud du : ar frankiz en o darempredoù personel ha seksel. Ar pezh a ziroudenne deus gizioù ar mare, a gomze deus karantez en un doare idealizet. Darempredoù maez-eured, ar feulster-ti, an darempreddoù berrbad, an heñvelrevelezh...setu lod deus an temoù nevez a voe degaset gant Blues ar merc'hed.
Pennad-kaoz etre Morgane Bramoulle ha Metig Jakez-Vargas.
Savet eo bet an abadenn adalek ur destenn skrivet gant Angela Davis : "I used to be your Sweet Mama" tennet deus he levr "Blues legacies and Black Feminism". ("Kustum e oan bezañ da vammig flour" - Herezh ar Blues hag ar Feminism du)