En savoir plus sur
Evit bezañ ur c'hliant d'ar stal Scopeli, e Naoned, e vo ret labourat evitañ da gentañ.
N'eus ket c'hoazh eus ar gourmarc'had bio-se : digoret e tleefe bezañ e fin 2017. Peseurt doare raktres ez eo neuze ? Ur stal kevelour ha perzhiadek e vo, evit d'ar pratikoù gellet profitañ eus prizioù izeloc'h evit e lec'h all. War an dro 'vo moien da baeañ reizh ar broduerien ma z'a mat en-dro.