En savoir plus sur
E-touesk 48 milion a vugale diwriziennet ha strewet dre ar bed e konter 28 milion a vugale bet kaset pell eus o bro gant ar feulster hag ar brezelioù, hervezh kont an Unicef.
Muioc'h evit un hanter ouzhpenn a vugale diblaset a zo bet kemeret en karg gant Komisardi meur ar Broadoù Unanet evit ar Repuidi etre 2005 ha 2015. An niver diwezhañ a vugale o vont da vevañ da lec'hioù all e-pad an amzer-se a zo kresket a 21%. E fin 2015 'oa 31 milion a vugale e-touesk ar repuidi. Tost da 50 milion a vugale diwriziennet er bed, neuze, hervezh an Unicef, met chom a ra an aozadur war evezh. Da lâret eo, tost 50 milion, d'an nebeutañ. 28 milion deusoute a zo tec'het kuit abalamour d'ar brezelioù. Diwar zifrae e ranker reiñ sikour dezhe : un doenn, dour, boued, dilhad, ar pep retañ da gentañ. 20 milion all a vugale a zo bremañ repuidi abalamour d'ar baouentezh ha da feulster o c'hevredigezhioù. 45% eus ar vugale lakaet dindan gwarez an ONU a zo a-orin eus Siria hag Afghanistan. Un diferañs a vez graet c'hoazh gant Aozadur ar Broadoù-Unanet : ma kaver kalz tud o tivroañ war an hentoù ez eo yaouankoc'h ar boblañs a repuidi. Un hanter deusouti a zo graet a vugale. Gwallgaset e c'hellont bezañ, bac'het ivez pa n'o deus ket a baperoù, n'o deus ket kennebeut a statud gwirel, ha ne vez ket graet war dro o yec'hed.