En savoir plus sur
Dibaoe nebeut 'zo 'vez klevet kreñv mouezh tud an tu deou-pellañ, a-enep d'ar fed da zegemer divroidi ha repuidi er vro. Aozet 'vez manifestadegoù ganto, ar pezh a lak tud an tu kleiz en o mallozh. Lâret 'vez gant « Adsav » eo dav difenn sevenadur Breizh enep da aloubadeg ar vro gant strañjourien. An abadenn-mañ 'zo bet savet da zegouezh ur vanifestadeg « doubl » aozet e Kemper (d'an 23 a viz Genver), gant ar strollad broadelour « Adsav » deus un tu, hag ar strolladoù « Enep d'ar faskourien » deus an tu all. Un abeg mat evit da Dunvezh klask diluziañ ar ragsoñjoù poblus savet gant kalz tud er mare-mañ, gant sikour lod eus ar vanifesterien.