En savoir plus sur
M'ho peus sellet ouzh ar c'heleier er skinwell, lennet ar c'helaouennoù en deizioù paseet ho peus klevet anv eus Jacqueline Sauvage hag eus he flanedenn grizh. Barnet eo bet evit bezañ lazhet he gwaz nevez zo, ur gwazh spontus. Gouzañvet he deus gantañ, e-giz he bugale. Emañ bremañ en toull-bac'h met ne vir ket ouzh kalz sitoaianed d'en em soñjal war ar pezh a zo c'hoarvezet dezhi. Arouezius eo, direizh. Hag evit se 'vo manifestadegoù er vro. Aziliz Bourgès a zo mouezh vrezhonek Planning familial Douarnenez evit komz eus se...