En savoir plus sur
Renerien Frontex, an ajañs karget da evezhiañ harzoù diavaez an Unvaniezh european, a zo bet galvet gant ur c'hlasker saoz war o sifroù, faos hervezañ. Hag anzav o deus ranket tud Frontex bezañ dreistpriziet an niver a dud arruet e Europa abaoe penn kentañ an enkadenn enbroañ. Gellet a reer soñjal meo bet graet a ratozh-ker evit goulenn muioch a argant da gas o chefridiezhioù da benn.