En savoir plus sur
Maurice Poulmarc'h a zo un den anavezet a-walc'h er vro. Kaner ha konter eo ar paotr-mañ a zo o chom e Kervao e-kichen an Uhelgoat. Gwall binvidik eo bet e vuhez betek-hen. Desavet eo bet e brezhoneg gant e dud e Plonevez-ar-Faou hag er Fouilhez. Warlerc'h eo bet o chom ba Paris e lec'h ma 'neus stourmet evit ar brezhoneg, sevenadur Breizh hag ar c'han ha diskan. En abadenn-mañ, an hini gentañ, e oa bet lakaet ar gaoz diwar-benn ar vrezhonegerien e Paris er bloavezhioù 70, pezh 'neus graet Maurice eno ha berr-ha-berr stad ar brezhoneg bremañ ba bro an Uhelgoat.