Lochennoù er gwez

Radio Kerne

Lochennoù er gwez

En savoir plus sur

E kreiz Penn ar Bed, e kichen Kastel Trevarez ez eus ul lec'h kuzhet a dalv ar poan bezañ dizoloet. Un ti e doen soul a zo war bord un hent bihan war maezioù Sant Goadeg. E-barzh emañ Padrig ar Goarnig o chom, kizeller, stourmer, saver tiez ekolo, paotr mil micher ha mil buhez. Abaoe penn kentañ ar miz emañ Sandra hag he mab o chom gantañ. Implijiadez gentañ kevredigezh Padrig eo, Eskemm gwezh bev he anv. Pal ar gevredigezh : sevel lochennoù er gwez ha dindan an douar evit tout an dud, da lâret eo, reoù baour (peurliesañ e koust un nozvezh en un ti a seurt-se ur c'hant euro bennak d'an nebeutañ), reoù nammet, reoù o defe c'hoant kousket en ul lochenn e-pad ar goañv hag all. Ur raktres brav neuze, doujus eus an endro, liesyezhek, padus da zizoloiñ asambles gant Padrig ha Sandra !