En savoir plus sur
Efed ti-gwer, anavezout a rit ar gêrioù-se. Effet de serre e galleg flour evit komz diwar-benn mont-en-dro an tommder war an douar patatez-mañ. Egiz un ti-gwer eo aergaelc'h an douar evidomp, trapañ a ra ul lodenn eus an tommder produet gant an eol hag ac'h adlamm war an douar ha gras da se e chom bevabl an temperadurioù war an douar. Pezh eo zo gazoù efed ti-gwer a ya da devaat an aergaelc'h hag e trapont muioc'h a dommder. 'Blam dezho e ya war dommaat an hin. E-touez ar gazoù efed ti-gwer zo ar CO2, anvet mat ganeomp dre ma z'eo produet gant an industriezh vodern, ar c'hirri-tann, ar glaouerezh hag all. Met ur gaz all a zo gwasoc'h. 5 gwech warn ugent gwasoc'h eget ar CO2. Ar metane an hini eo. Muioc'h mui anezhañ a zo 'blam ma 'vez produet gant ar saout hag a zo muioc'h mui anezho ivez war an douar. Kavet 'vez e brammoù ha breugeudoù ar saout hag en o c'hoac'h ivez. Diskoulm ebet evit poen evit stourm a-enep saotradur brammoù ar saout met kavet eo bet un diskoulm evit adimplijout kaoc'h ar saout en un doare efedus ha doujus eus an endro, ar metanizañ. Emañ Marion Kerglonou o labourat evit un embregrezh anvet 3EI, Méthan'action. Kinniget 'vez ganto savadurioù metanizañ evit al labourerien douar. Petra eo pal ar metanizañ ? Penaos e ya en-dro ? Pegement e koust ? Sûr a-walc'h ne gredec'h ket selaouerien e oa posubl goustlañ 3/4 eur abadenn da gaoc'h ar saout met amañ 'maomp. Deomp de'i neuze !