En savoir plus sur
"La grainothèque on tour" 'zo bet lañset e penn-kentañ ar miz gant « Sur un air de terre ». Ar "greunanoueg"-mañ, krouet gant izili kevredigezh Pont-'n-Abad a ya en darempred gant reoù-all, tost o c'halon deus an natur hag ar blijadur da liorzhañ, evit eskemm greun a bep seurt preparet gante ha reiñ kuzulioù war an teknikoù evit dastum hag implij anezhe en un doare dereat.
Youenn Vloagen deus « Sur un air de terre » a ginnig deomp an darvoud-mañ.