En savoir plus sur
Marc Dufeil a zo ampechet en ur gador ruilh. 'Blam da se n'eus ket tu dezhañ labourat ken hag e resev sikourioù gouestlet d'an dud ampechet. Kinniget 'vo gantañ petra eo an AAH hag ar CPH ha penaos n'eo ket aes kompren ar reolennoù stag ouzh ar skorennoù-se. Un digarez e vo ivez ober ur poent war arverañ lezenn 2005 a redi al lec'hioù foran da zegemer an dud ampechet e-touezh traoù all.