En savoir plus sur
Er bed a vremañ ez eo sklaer ez eus traoù ne 'z eont ket en dro hep gudenn. Da skouer e vez bannet leun a dafar a c'hellfe bezañ adimplijet. Pet a wechoù e vezomp skuizh ha ne gemeromp ket an amzer evit en em pareañ. Klevet e vo kaoz gant Mark Masson eus ar yalc'h digoust, ar free cycle hag ar reflexologiezh. Ar yalc'h digoust a zo ur seurt "troc et puces" digoust a voe kavet ba Melwen e-pad an dibenn zun (15-16 a viz Du). Ar Freecycle a zo ul lec'hienn e lec'h ma c'heller eskemm traoù m'aoc'h o vont da deurel gant tud en defe marteze ezhomm !
Ar reflexologiezh a zo ur medisin o tont eus bro Sina hag a zo kozh noe. Edith Godec en deus digoret ur saloñs reflexologiezh ba Sant ivi ha c'hoant en doa lodañ e skiant prennet hag e anaoudegezh war an danvez. Evit hen ober en deus Glenn aterset Magalie Morvan, mignonez dezhi ha dedennet gant ar sujed.
Ur breder war an doare mont en dro a-vremañ..