En savoir plus sur
E penn kentañ miz Kerzu eo bet degemeret e Douarnenez gant ar strollad c'hoariva "La Obra" ar strollad "La Ménagerie" deus Berlin. Ur sizhunvezh labour hag eskemm frouezhus evit an holl. Da echuiñ ar staj 'zo bet kinniget gant ar gomedianed ur arvest bihan da ziskouezh d'an dud ar pezh a oa bet graet gante e-kerz ar prantad labour-mañ. Klevout a raimp 'kerz an abadenn Ronan Favereau, komedian yaouank a orin deus Gwengamp staliet e Berlin ha distroet da Vreizh evit ar zun gant skipailh "La Ménagerie" ha Céline Soun, deus "La Obra".