Carrot cake

Radio Kerne

Carrot cake

En savoir plus sur

Evit 6 den : - 340 gr sukr semoul - 3 vi - 175 gr bleud - 100 gr Philadelphia cream cheese (pe St Moret) - 1 sac'had gouel kimikel - 1/2 loaiad kafe holen - 1 loiad vras sukr lindr - 200 gr karotez - 150 gr kraoñ - 10 sl eoul - 1 loaiad vihan kanell - 1/2 loaiad vihan muskad - Toaz amandez orañjez ha gwer (evit kinklañ, ma fell deoc'h) Lakit ar forn da dommañ da 180°C/ termosta 6 Dibluskit ha flastrit ar garotez en un doare gros pe o lakaat en ur frikerez Mesklit ar gouel, ar bleud, an holen hag un nebeud spisoù a-bep seurt Territ ar c'hraoñ Basit ar vioù hag ar sukr semoul en ur pod vras Lakit ar mesklaj da eonenniñ Ouzhpennit 2 loaid vras dour tomm Ouzhpennit an eoul E meur a -wezh, skuilhit ar bleud mesklet gant ar spisoù, ar c'hraoñ hag ar c'harotez Lakit amann en ur moll Skuilhit ar mesklaj er moll Lakit da boazañ e-pad 55 minutenn (ret eo d'ar gwastel bezañ sec'h) Rekipe evit an toaz war-c'horre: Basit ar cream cheese gant ar sukr lindr Ledit ar mesklaj war-c'horre ar c'harrot cake (ret eo d'ar c'harrot cake bezañ yen) Tu zo deoc'h ober ur garotezenn gant an toaz amandez evit lakaat war ar gwastel Ha debrit !!!!