En savoir plus sur
Ezhomm ho po (evit 10 den):
800gr bleud
7 vi
250gr amann
1 sac'had gouel
100 g sukr
20 sl laezh
rhum (diret)
8sl dour bleuñv oranjez
1 biñsad holen
sukr lindr
Lakaat ar bleud en ur pod vras hag ober ur puñs enni.
Terriñ ar vioù ha lakaat anezho er puñs gant al laezh, ar sukr, ar gouel, an holen hag ar bleuñv oranjez.
Labourit mat an toaz gant ho taouarn. Ouzhpennit an amann e tammoù bihan. Ha kendalc'hit da labourat mat ar mesklaj.
Grit ur voulenn vrav gant an toaz ha laoskit da repoz e-pad 2 eurvezh, ul lien propr war c'horre.
Gant ur ruilhenn doaz, ledit anezhi evit m'he defe 1/2sm a devder.
Troc'hit a dammoù karrezennek gant ur gontell.
Lakit da dommañ eoul en ur chaodenn vras. Pa vez tomm an eoul lakit ar bottereaux unan hag unan enni. Troit anezho pa vezont hanter poazh. Tennit anezho ha lakit anezho en ur plad. Lakit sukr lindr war c'horre ha tañvit anezho !