Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Deskiñ neuial goude bezañ treuzet ar mor Kreizdouar
Kalz divroidi a gendalc'h da dreuziñ ar mor Kreisdouar evit dont betek Europa...Gellout a ra ar veaj dañjerus-bras se traomaekaat anezhe ha reiñ aon dezhe rak ar mor. Evit sikour anezhe da gaouit fiziañs en-dro ha deskiñ da neuial eo bet savet ar program Aquarius. Kinniget eo d’an divroidi o deus ar statud MNA (mineurs non-accompagnés) da lâret eo bugale pe krennarded a zo o unan. E poull-neuial Baod e profit ur strollad c’hwec’h paotr yaouank eus ar program Aquarius, a-drugarez d’un emglev etre ar servijoù sokial hag ar gevredigezh Les apprentis d’Auteuil. Riwana Ar Gal a zo a youl-vat er gevredigezh-se. Disul e oa o reiñ unan eus ar c'hentelioù neuial diwezhañ d’ar strollad krennarded, ambrouget get o edukatourez.
Gouel Loar Rouz
5vet festival gouel al loar rous a oa e Kistreberzh ar sizhun tremenet. Lakaet ‘zo bet àr wel ar sevenadur breizh izel ha bro gallo, rak just a-walc’h, ar vro-se, a vez graet bro A-bas anezhi, he deus un identelezh dibar ha pinvidik. Disadorn e oa unan a prantadoù pennañ ar gouel. Ur pred kanet a oa dindan koc’hu ar 16vet kantved. Dre chañs e oa fresk mat enno, gwarezet deus an amzer tomm gor ! Aodren Trehin a oa bet war blas. Eno he doa kejet get Thierry Jolived ha Jeremy Robin izili ar gevredigezh Andon hag a gas àr-raok sevenadurioù Breizh e bro Kistreberzh, ha Lena Kerneur, penn kanerez laz-kaniñ Andon.
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Kenderc'hel a ra epidemiezh Ebola da vont war-raok e Republik demokratel Kongo
- Gervel a ra bro Rusia an estrañjourien da guitaat Kiev, an diplomated en o zouez
- Skoet eo bet stourmerien euskarad ar Global Sumud Flotilla disadorn gant ar polis Euskarad
- Tomm gor eo bet an amzer en devezhioù tremenet

