Keleier ar vro d'ar Gwener 15 a viz Mae 2026

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Gwener 15 a viz Mae 2026

En savoir plus sur

Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

War enez Groe 'oa en em gavet rederien ar redadeg dimerc'her!

Ha dimerc’her e tremene ar Redadeg e Groe. An eil gwezh e oa dezhi monet àr un enezenn ! Loc’het e oa a Lomener e kumun Plañvour ha distroet e porzh-dudi kreiz-kêr an Oriant. 10 km a oa bet merdeet neuze hag 20 kilometr redet àr an douar. Birvilh a oa àr ar vag ha pas hepken gant ar gwagennoù ! Daet e oa ar strollad muzik Kraz da animañ an dreuzadenn ! Dañset oa bet àr vor get un nebeut tud a-drugarez dehe. Ne c’hellemp ket chom hep heuliañ an tennad-hent se ! Aodren Trehin a oa aet àr bourzh ar vag. Kejet he doe get ur strolladig euskariz a zo barzh aozadur ar c’horika, ar redadeg a vez graet e Bro Euskadi hag ivez gant Mailys Princé, kelennourez brezhoneg e Groe ha Maina An Taleg ezel kuzul-merañ ar Redadeg.

450 den ouzh ar vreserezh Kerfave 'ba Pliian!

Dec'h e oa bet digoret ar vreserezh Kerfave e Plian, ur gumun e-kichen Sant-Kae ha Plourac'h, e Aodoù-an-Arvor. 450 manifestour a enep faskour ‘oa en em vodet e tu raok ar vreserezh nevez en desped d’ar prefed ‘noa difennet e vefe ur vodadegReuz a zo abaoe meur a sizhun tro-dro d'an darvoud-mañ er barrez. Aon a zo gant an annezidi e teufe ar vreserezh da vezañ ul lec'h a vodfe faskourien. Rak ur perc'hen dic'hortoz a zo gant ar stal. Gant un den eus an tu-dehoù pellañ eo perc'hennet an ti : Erik Tegner zo penn ar gazetenn Frontières. Muioc'h a ditour diouzhtu war an afer-mañ gant Anne Koadig, a zo ezel eus ar CVA 22, ur strollad enep-faskour. Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas.

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Milieroù a vanifesterien 'ba Buenos-Aires evit difenn ar skolioù-meur publik ha dugoust

  • Fortescue, ur stal mein-gleuz, zo bet kondaonet evit bout distrujet sevenadur ur bobl aborijen

  • Evit Sina eo poent 'vefe paouezet gant ar brezel ouzh Iran

  • Ur paotr yaouank zo bet bet lazhet 'ban Naoned gaozen d'an trafik drammoù

  • Gall 'ra al longe côte bout danjerus: daou den 'zo bet beuzet 'ba Konk-Leon

  • Daou gours pro war velo eus ar c’hentañ ‘vo ‘kerzh ar week-end : warc’hoazh Tro Penn ar Bed ha ‘benn disul Les Boucles de l’Aulne ‘ba Kastellin